Gwir aozer

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
gwir aozer
meizad gwirel
Iskevrennad eusintellectual property, subjective right Kemmañ

Ar gwir aozer(ez)[1], anvet gwir oberour(ez) ivez[2] eo ar gwir o deus an oberourien hag an oberourezed da dennañ frouezh diwar an oberennoù o deus fardet o-unan pe a zo bet fardet diwar mennozhioù speredel bet degaset ganto[3]. Un elfenn eus ar gwir aozer eo ar gwir korvoiñ, ma c'hall un aozer aotren (pe get) un den bennak all da dennañ ur gounid kenwerzhel diwar un oberenn[4].

Doujañ d'ar gwirioù aozer a dalv gwareziñ an oberennoù lennegel, ar c'hrouidigezhioù grafikel, ar c'hrouidigezhioù dre son (sonerezh, da skouer) pe ar c'hleweled, ar meziantoù hag ar c'hrouidigezhioù savet diouzh an arzoù pleustrek ivez. E-keñver an arzourien displegerien, ar saverien sonskridoù ha videogrammoù, ar broduerien hag an embregerezhioù war dachenn ar c'hehentiñ dre ar c'hleweled e vez lakaet da dalvezout gwirioù aozer damheñvel.

En unander e vez distaget al lavarenn alies, pa 'z eus kaoz eus daou seurt gwirioù, ar gwir aozer gladel hag an hini reizhek erfin, alese e komzer eus ar gwirioù aozer en ur doare hollek pe evit menegiñ gwirioù aozer diseurt an dud o deus degaset o lodenn evit sevel un oberenn.

  1. Geriadur Ménard, 2020, p. 119-b.
  2. Geriadur Ménard 119-b ha TermOfis.
  3. (fr) 'Le droit d'auteur @ INPI. Kavet : 30 Mae 24.
  4. (fr) 'Droit d'exploitation @ Infonet. Kavet : 30 Mae 24.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search